Piw 'ra petra ?
Resew a ran bruderezh digant Preder ur wech an amzer. N'eus ket pell zo zo en em gavet ul lizher da vrudañ ul levr gramadeg, hag el lizher-se am eus lennet un dra interesant a-fed pedagogiezh :
« E dibenn pep kentel hon eus dalc'het testenn ar poelladennoù o doa d'ober ar skolidi... »
Re wir eo se : ar poelladennoù an heni a stumm ar skolidi, ken ne vefe ket deus ar skolidi paneve ar poelladennoù. Amañ emaomp da vad gant pennoù a-raog ar c'helenn.
'Med ha... daoust ha ne vefe ket un tamm fazi aze ? Ha n'eo ket « ar poelladennoù o doa ar skolidi d'ober... » an heni a oa sañset da vezañ skrivet ? Nag un disouezhadenn ! Gant ur c'helenn mod kozh e vefemp amañ neuze ? Ar pezh a dalefe ive e vefe graet ur fazi gant tud Preder ? Memes tra, kement-se n'hall ket bezañ deus perzh ar re a oar brezhoneg kalz uhelloc'h evid paour kaezh tud a-ziwar ar maez eveltomp-ni, amañ, ba Kallag !