Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

War-eeun, ha neuze a-gleiz

En em gavet e oan ene war-dro diw eur hanter, abalamour ma oan sur e vefe e-hunan er gêr : da zeg eur e vez echu he labour gant ar vatezh. Ha sioul al lec'h pa n'eus ki ebed gantañ. Red gortoz avat beke-goûd e tremenefe sklankerien ba 'r c'hartier, ha gouiañ a raen ne vije chomet den da ruzañ ken pell war-lerc'h ar bannac'hoù diwezañ 'barzh ostaleri ar bourk, ken yen evel e oa. Setu diw eur hanter a oa mad. Ne 'm boa ket bet poan o kavoud an ti – kemer an hent kozh war-hed pemp kilometr ; treiñ etreseg an norzh, kendelc'hen war-eeun beke 'r c'hastell doùr, ha neuze a-gleiz. N'haller ket faziañ : n'eus ket 'med un ti ken e penn ar wenojenn. Mod-se e oa displeget war ar plañ. Gant Karl, evel kustum. Plijañ a ra hennezh din, ken-ha-ken, gall' a raer kontañ warnañ. Sklaer ha pizh an traoù gantañ. Da soñj ar re all ive, e-giz Phil – n'houll ket labourad gant den all nemed ha Karl a vefe. Na me kemend-all. Anes dehañ ne vefemp ket evid kas al labour da benn evel a faot. Ur wech, erru zo pell zo abaoe (ne oan ket kozh war ar vicher, ma zaol kentañ memes 'gav din), e oa echu din paneve fichennoù Karl. Bep a fichenn a-ziwar kement tra a c'hall aesaad an afer : ar pezh a gustum ar pal ober, pedavare, e familh, doare an ti – mogerioù, kameraioù e kenkaz, ha me 'oar-me. Daoust ha pelec'h ha pesort mod eh a da furchal a-benn gouvezañ kemend-all diwar-benn an dud, n'oufen ket lâret, na ne glaskan ket goull digantañ ive. Ne vefe ket deut mad, kar klevet 'm eus lâr' n'eus chomet roud ebed deus an heni a oa bet re gurius, un tamm oushpenn pemzeg vloaz zo, beke mont da espioniñ anehañ, ha neuze sevel un teuliad diwar e benn. Roud ebed deus an dosier-se ken nebeud, sklaer. Na deus anw ar paotr kement hag ober, pa ne gred den distagañ anehañ ken. Kat eo Karl da vezañ laket brudañ ur gontadenn, kuit d'an dud a fourañ re o fri e-barzh e drafikoù. Forzh penaos, ar pep pouezusañ eo al labour a vez graet ; aze n'en deus ket e bar, ba 'r bed a-bezh a soñj da lod. Ma, da vare an taol kentañ-se ne oan ket gwall anavezet ba 'r vicher c'hoazh pa oan stag da labourad war ma c'hont din-me. An dra-se oa kaoz ne voe ket fiziet ur mell kevridi ennon : ur c'hozh afer jalouzi. Ne oa ket druz ar peuriñ ganin – o tihan echuiñ gant ma labour e-ti Joss' Pizz', pizza foutr pelec'h ha foutr pedavare, noz, sul hag all. Foutr penaoz ive. Brizh pizz' pa lârin mad, ken am beze mezh o kas lovrnaj sort-se da di an dud. Toazh kalet mil galet (peadra da gemmeskañ gant ar plad e-hunan) ha divlaz – ar pezh n'eo ket ken fall-se a-benn ar fin pa soñjer er strabouilh a veze ledet war c'horre. Ne ta ket da'm spered 'med ur ger : rejetaj. Ne 'm boa ket tañvaet oushpenn teir gwech, trawalc'h da gompren eo se an heni a zegase c'hoant kac'had din spontus, a rae din mont da blegañ seizh gwech an dez… En koulz mad en em gavis gant ar vicher : a-drugarez d'ar brezel a oa diwanet e-mesk an drafikerien dramm, an dud dibres na vezent ket kavet stank – ene e oant delc'het kazi toud, hep kontañ ar re a oa marvet ouzh ar stern. Setu neuze Karl e-hunan da delefoniñ din krenn-ha-krak, ha lakad emgav ganin un eur war-lerc'h. Goûd a ouien n'en dije ket gelvet ac'hanon paneve n'en doa den mod-all evid un afer ken dister, med un tamm fiziañs en doa 'barzh ennon, ha me dianaw-mik koulskoude (bremañ eo chañchet ar jeu 'vat, kar n' eus ket kenniget labourioù evel-se din pell zo – aferioù politik peurliesañ). Displegañ a reas petra a oa en delc'h : un hucher kozh hag a felle dehañ kaout an disklabez diouzh e wreg – yaouank – ha diouzh he amourouz. Honnezh, ur min chagrinet anehi ha ne vousc'hoarzhe ket gwech ebed abaoe ma oant dimezet, hag a-droc'h-trañch setu-hi ha kano er sal-dour, ha gwiskañ dilhad chik livet flamm. Kavet petra a oa pennkaoz d'ar chañchamant gant he gwaz, en em gavet berr e votoù war ar memes tro. Prest e oa pep tra deja ; n'am boa ken mont da-heul. Kenkent em boa gallet gweled pebezh mailh e oa Karl a-fed e vicher. Ur fichennig roz, heni diwezañ an torkad, a lâre din diwall diouzh an horolaj mod Suis dres a-dreñv ma c'hein pa vefen fas d'ar gwele. Mad e oa graet ganin lenn pizh, kar a-greiz ma oan oc'h echuiñ viñsañ an didrouzer ouzh beg ma fistolenn, e tiflukas al lapous e-maez e loch ; darbet din fatikañ net. Darbet hepken. Ne oa ket re-oll drubuilhet ma spered evid afer-se 'vat : dao, un toull er paotr, e-kreiz e dal, ken a luchas a-daol-trumm – n'oun ket petra zo kaoz, med n'on ket bet evid padañ gwech ebet gant ar chouchigoù sort-se, re du o abrañchoù hag un taol kribañ d'o moustachoù. Dao, un toull er plac'h, izelloc'h evid he bronn dehoù, na boud 'm boa bizet ar bouton-kof. Aet an tenn hebioù abalamour m'he doa tapet sevel un tamm diwar ar gwele, red mad din tennañ un eil gwech neuze. E-pad ar c'hehid-se e oa dirollet da youc'hal, ar pezh a gavan kazus delc'hmad. Ha hi oc'h ober he zalaroù, ne oa ket nec'het 'med gant daou dra : un den drouglazet 'barzh he gwele, petra 'h ay an dud da soñjal, hag he gwaz 'ta ? Oushpenn se al liñselioù gwenn diouzh ar peb kerañ, n'eo ket ul louskenn a oa deus outi memes tra ! Evel pa vijen bet o voulc'hañ ur werc'hez na oa bet displeget netra dehi (Ma Doue ! petra zo o c'hoari ganin da lakad gwadañ ma revr ?), pa oa me ar paotr gwerc'h a oa o lazañ evid ar wech kentañ. Añfin, ken gwir all e oa ar wech kentañ (ha nemeti) dehi da dapañ un tenn en he c'horf, hag a-se…

Teir eur 'med ugent. Kerzhed mad a rae ma zraoù ; aet e oan tre ba 'n ti, didrabas, ne oa ket morailhet dor ar selier, evel war ar fichenn, dres. Un tamm pelloc'h evid ene, e penn un trepas c'hwezh al loued ennañ, e oa skrivet e kavefen ar pezh pennañ. Biken na'm bije soñjet lâr' oa kement a sklabez e-ti ur jeneral war e leve, na pa vefe e di-hañv. E-lec'h ar meubl koaret ha diboultrenn, ar poltrejoù ouzh ar voger, warne ur rengennad danvez ofiserien yaouank, an ostiz en o mesk, dirag ar skol, ar memes re gwisket beb a lifre brezel gante un tu bennaket en Irak, peotramant gitonoù da zegas soñj deus taolioù kaer zo ha deus dez-ha-bloaz ganedigezh ar rujumant – e-lec'h kement-se ne oa ket 'med levrioù kozh mil uzet, efamet, lod memes difreget o vezañ bet lennet-dilennet ha adlennet, berniadoù harp an eil ouzh egile. Romañchoù polis dreist peb tra, mes a beb sort mod-all a oa ive : istor, filozofi, meur a studiadenn a-ziwar-benn Klee, Pollock. Souezhusat tra : ouzh un nor e oa speget poltred ur morian gwisket ur sae wenn gantañ, un tok war e benn hag ur sakso tenor etre e vuzelloù barvek. Erfin, an dud n'int ket tre diouzh ar pimpatromoù ordin. Gant se e oa ma spered pa strakas un drouz an diaoul deus an tu all d'ar muzisian du. Amzer am boa bet da dapañ krog 'barzh ma fistolenn a-benn ma zigoras an nor. Set' aze 'oa an den – n'eo ket spern an heni oa en-dro d'e benn, blew glaz spufet ne lâran ket. Chom a reas ur reuziad evel un alvaon, ken a ankoueas advoutonañ e vragoù beke 'r penn-nec'h. Ha heñv neuze ha disklipañ, lerc'h-ouzh-lerc'h, litanioù penaoz daoust d'an oll dud a oa bet drouglazet gantañ a-hed e vuhez, gwir e veze rebechet se dehañ gant tud zo, ne verite ket echuiñ e-giz-se 'vat, ne oa ket un den droug, se ne gonte ket memes tra ! – ha me 'oar petra c'hoazh. Tevel a reas, goude ne oa ket echu gant e gaoz 'm eus aon ; riñset 'm boa ar varilhig. Peb heni a vez start an traoù gantañ ive abalamour d'e vicher, d'e wreg. Me hag all. Kleved tud o vlejal evel-se, sukr kantin. Trawalc'h mod-se anes selaou kozh kaozioù an dud all. D'ober petra bezañ nec'het gant koñchoù unan hag a zo war-nes lipat e loa. Red din lâred memes tra ne oa ket displijet din kleved ur soudard, jeneral anehañ, oc'h anzaw n'eus ket 'med un torfeter dioutañ. Biskoazh c'hoazh.

 

ª

 

Hidiw zo kaset ul lizher din. Deus perzh Karl. Ennañ un tamm pennad didroc'het diwar ar journal :

 

Ar romant du en kañv

Dec'h beure e oa bet kavet, en e di, korf D.Hamlet, ar skrivagner brudet. E-hunan-penn edo o chom, en ur c'hartier dizro a-walc'h p'ema an ti tostañ, heni ar jeneral Balthazar (bet e penn hon armeoù a-geñver brezel ar Boulgandougi), oushpenn 500m alese. Drouglazet e vefe bet, hervez ar polis diantaw. Drol eo gweled un den evel D.Homlet hag a lakas lazañ kement a dud en e levrioù, en un doare feulz peurliesañ, mervel en un doare ken feulz all. Meur a wezh e oa aet priz ar Boled Ruz gantañ.

 

War-eeun, ha neuze a-gleiz... A-gleiz… Ya… ha neket a-zehoù.

 

 

Sylvain Botrel

 

Al Liamm, niv. 328, Here 2001



20/12/2007
0 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour