Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Yapakeu

"N'eus ket nemed ur sindikad..."

am boa klevet dez-sul 18 a viz Ebrel, e-kerzh an abadenn Red an amzer. Ar frazenn he-hunan n'eo ket direizh... nemed ha selled a raer ouzh ar pezh a faota d'an den lÔred (a gomprener gant ster e gomzio¨ a-hend-all, ha gant an destenn distroet en galleg a zo skrivet dindan) : "il n'y a pas qu'un syndicat..."

En brezhoneg avad, "n'eus ket nemed ur sindikad" a dala ar c'hontrel : "il n'y a qu'un syndicat" ! Splann eo ama˝ eo bet so˝jet an droienn diwar ar galleg, hag an heni a ra war-dro lakad an istitlo¨ galleg, pe e ra-he˝v ar memes fazi  ive, peotramant en deus divinet e se an heni 'faote d'egile lÔred.

Kar e brezhoneg n'eo ket evel en galleg* evid ar sort troienno¨ : gall' a raer distaga˝, kichen-ha-kichen, meur a c'her hag a zegasa ar stumm nac'h, n'eont ket kontrel an eil d'egile, mont a-du an eil gant egile ne lÔran ket. "N'eus mann", N'eus mann ebed", N'eus ket mann ebed" a dala oll "il n'y a rien".

[* a˝fin, en galleg Breizh-Uhel am eus klevet alies "y a pas rien"...]

Emaoc'h o vont da c'houll : petra e oa gleet deha˝ beza˝ lÔret neuze ?

Set' ama˝ :

"Oushpenn ur sindikad zo"

"Estreged ur sindikad zo..." pe "Estroc'h evid ur sindikad zo..."



29/04/2010
2 Poster un commentaire

A dÚcouvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour