Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Trouz diwar-benn an tele lous

 

 

Unan — A ! sell 'ta, kozh Kernevad. Deut e oas-te beket amań, te ?

 

Daou — Ya, moarvat sur ! Amań eo ur blijadur bezań e-mesk tud a-feson lańchennet mat anezhe ha nerzh-buhez gante.

 

Unan — Kenkoulz dont amań da dremen un tamm amzer vat 'vit chom da zic'hoūgań dirak ar c'hozh tele brein gant ur genoł dibrenn.

 

Daou — Koulskoude e oa traoł kaer emberr 'barzh an tele, hag erotik memes : ur wech n'eo ket kustum.

 

Unan — Erotik ! Ha petra c'hoazh ! Diriot din gant kozh kaozioł ar sort-se mat da zegas sońjoł fall ha gadal 'barzh pennoł an dud.

 

Daou — En mod ebet. Ar c'hontrel an hini eo. Klask un tamm diduamant war an tamm douar 'batatez-mań n'eo ket kaout sońjoł fall.

 

Unan — Ma n'eo ket ur vezh, ma n'eo ket ur foeltr vezh klevet ur c'hozh krab-sac'h, ur c'hrigner fasoł deńved, ur c'hof-yod eveldout o tifenn tout an traoł lous a vez gwelet kalz re alies 'barzh an tele bremań !

 

Daou — Serr da veg, chuchuenn ! Me 'gav din ne vez ket gwelet trawalc'h c'hoazh : 'barzh ar filmoł X e vez disket d'an dud pesort mod ober ha dre besort penn kemer an traoł. Ha meur a hini a rafe vad dezhe mont d'ar skol – ha te da gomańs. Ha ne vi ket ken genaoueg war-lerc'h.

 

Unan — Ha filmoł X bremań ! Ma, te, ma faotr, eo staotet da vezh ganez pell zo. Ha vis an Diaoul zo oc'h ober ac'hanout. Hag ar garantez etre an dud ? Ar santimańchoł kaer ? N'eo ket 'barzh ar filmoł X e kavi se.

 

Daou — Met tout omp graet memes mod ! Kig, eskern hag un tamm kańfardiz da bep hini.

 

Unan — Kig, eskern ha petra ? Ur pezh pod-fer d'ober soubenn ? Soubenn ha kig-soubenn ha saos tomat da heul. Ya : gwad saos tomat ! Peogwir na dremen ket un devezh, pas unan, hep na vefe gwelet tud ba'n tele lazhet ha adlazhet ha drouglazhet o tiwadań deus partout.

 

Daou — Dihan d'ober fae e-giz-se : korf ur plac'h en noazh-ran, en noazh red ar c'hi, un tamm mat a vruched dezhi, – tezhiet mat kwa ! – hag ur revr ledan… met pas re, zo un dra gaer da welet memes tra. Ne gav ket dit ?

 

Unan — Ma, te bepred, n'out ket kaer met ifrontet kaer 'benn dont da zifenn ar sort abadennoł-se, ur skwer fall 'vit ar vugale ouzhpenn pa c'hallont sellet ouzh traoł vil, ouzh loustoni evel-se, o genoł digor war nav eur.

 

Daou — Dihan da gontań bardi ha barda : ar vugale, an deiz a fenoz, zo kalz digourdioc'h 'vit na 'c'h out-te bet gwech ebet. Met homań zo bet o staotat war al linad, kazi sur. Peotramant n'eo ket bet c'hwilet pell zo.

 

Unan — Stank da doull, peotramant e vi kaset d'ar galeoł ! Me 'oar mat ar pezh am eus c'hoant da lāret : an dud a zo kollet gant o fenn a-dreńv, n'eus netra d'ober gante. Gwashoc'h c'hoazh : kat int da glask ober evel 'barzh ar filmoł-se : gwallań merc'hed, forzhań anezhe, lazhań tud ha…

 

Daou — Te zo prest da vont da seurez pe betra ? Ha da ziskiń o fater d'an dud war ar marc'had ? E ! Amań n'out ket 'barzh ur gador sarmon, gwelet a rez !

 

Unan — Mont da seurez, me ? N'eo ket sur. Met mont da sant te, bepred, an dra-se zo sur : n'i ket !

 

Daou — Pas bezań nec'het gant se a lāran dit.

 

Unan — Nec'het evel Pźr en e bec'hed ! Hemań zo direvret gant ar c'hoant mont da c'hoari las.

 

Daou — Selaou amań 'ta : ma vefe kinniget ar sort traoł-se gant Frańs 3 d'ar sul da greisteiz, pe memes gant R.K.B. ur wech ar sūn pe div, e vefe kalz muioc'h a dud o selaou an abadennoł brezhoneg. Trawalc'h da lakat an audimat da strakal !

 

Unan — A, ya ! Just e-giz-se ! An audimat da strakal, Fańch Broudig da vezań paket gant un taol gwad war leurenn Frańs 3 du-se 'barzh Roazhon ha Jean-Pierre Gwiader, an tamm skribiton dister-se, da fatikań dirak mikroioł R.K.B. du-hont 'barzh Sant-Nigouden. Te, ma faotr, n'emań ket ket an Diaoul war da lerc'h na kennebeud an Ankoł ! An traoł hudur a blij dit kement aze, zo gouest da lakat ar sellerien d'ober gwall-hunvreoł, da goll o fenn memes, ha da vont en borlok war-lerc'h ken buan all.

 

Daou — Set' amań ur ravoderez 'vat ! Pa vez kistion deus istorioł evel-se, ne vez den trist ebet. 'M eus aon eo 'n em gavet Marthe Richard bev war he c'hiz, peotramant e vefe-hi Christine Boutin !

 

Unan — Lesk an div-se lec'h m'emaint ! An div garabasenn grabosek, an div geizerez goueńvet-se. Ha lār din kentoc'h : ne gav ket dit eo poent sevel ur gomision 'vit kontrolliń ar programoł hag ar pub memes ?

 

Daou — Hań ! Ar poent a bad pell. Mar komprenan mat, emaout o komz deus ur gomision sańsuriń ; tud ar sort komisionoł-se zo evel ar re all ivez dirak ar filmoł erotik : difluket o daoulagad, balbouzek o genoł ha sonn o divskouarn… hag ouzhpenn o divskouarn kazi sur… Ha war-lerc'h e vez aes dezhe ober skol d'ar re all. Te 'vefe mat da vont d'ober se, kar 'm eus aon, daoust d'ar pezh a lārez, plijań a ra dit sellet ouzh filmoł X dre laer, 'giz tout an dud.

 

Unan — Ar chidourenn oc'h ober skol d'ar pod-fer ! Hag al laezh bronn ouzh da fri c'hoazh ! Mar kav dit e vezan-me o c'haloupat war-lerc'h traoł divalav-ki e-giz-se, e rez un troc'h lous 'n ez kartoł. 'Barzh ar sort filmoł-se : komz ebet, dialog ebet, istor ebet, sońj ebet, netra, pas ur raskenn !

 

Daou — "Un oberer a dalv kant lavarer" evel 'vez lāret. Gwelet a ran pesort filmoł a blij dit : filmoł d'auteur a vez graet dioute… Filmoł torr-revr, ya ! 'Barzh ar re-se ne vez ket graet 'met kaozeal, ne c'hoarvez netra – e-lec'h 'barzh ar filmoł X 'vez graet ur bern traoł, ha traoł me 'lār dit, ha hep kaozeal !

 

Unan — Ya, daoust ha pesort traoł ? Difuc'hal, dialaniń 'pad an ebatoł. Na vez ket 'met se : traoł goullo, traoł toull, hep penn na lost !

 

Daou — Hep penn na lost ? Geo, just a-walc'h !

 

Unan — Na deut na da zont, pa lāran dit !

 

Daou — Geo, geo, dont a ra dezhe !

 

Unan — Te eo mestr an dud, pa vezont tout war o c'hlud. Hag an dańjer 'vit ar yec'hed, ar c'hleńvejoł fall, sida hag all, petra 'lārez deus se ?

 

Daou — Lāret a ran : Kaoutchou ! Lakat kaoutchou, implij kaoutchou, mallozh Doue !

 

Unan — Ya, met alies ac'h eus bet klevet al lavarenn-mań hag a zo kement ha gwir bater 'vit meur a hini :

Pe 'vo kleńvejoł ne vo ket,

Kaoutchou 'barzh ma revr n'ay ket !

 

Daou — Homań zo kouezhet deus lost ar c'harr : dihan da daskiliat e-giz-se, kozh kekenn zo ac'hanout.

 

Unan — Ha te, kozh paotr fall divergont, tufer pouloud, ehan d'ober similakroł, ne 'c'h eus ket 'vezh ? Fri lous !

 

Daou — Pelloc'h ec'h aer gant ar vezh evit gant ar c'hoant kac'hat.

 

Unan — Fe', erru omp gwall izel ganti an taol-mań, rez an douar koulz lāret ! Ne gav ket dit eo pase poent uhelaat ar gaoz un tamm, nann ?

 

Daou — Pa gari, ha kement ha ma kari : lakomp ar gaoz da uhelaat… ha traoł all da sevel. (Diskouez a ra gant e zorn evel pa savfe dezhań.)

 

Unan — Te ac'h eus un teod da lakat an tan 'barzh ar c'hoad glas. (Ouzh an arvesterien.) 'Peus ket klevet biskoazh kemend-all : mont da glask plijadur e toull revr ar re all ! Hemań n'eus ken sorc'henn gantań 'met hini an orged hag al lubrisite.

 

Daou — Al lubrisite hag an orged an hini zo o ren buhez an dud war ar bed-mań, 'barzh an tele hag e lec'h all. Kaerań oberennoł zo bet a-viskoazh : levrioł, barzhonegoł, taolennoł ha delwennoł, zo bet krouet diwar se, diwar ar c'hoant diroll zo stag ouzh korf ha spered an den.

 

Unan — Te, ma faotr, evel a lāre ma mamm-gozh, zo o komańs da bemp kant vloaz war an tamm douar-mań c'hoazh. Ha kaer 'c'ho ober da savantenn, n'eo ket gant litanioł ar sort-se e vo roet an absolvenn dit, ut foeltr lost eveldout !

 

Daou —   Ur savantenn, tamm ebet,

 Ur foeltr lost, ne lāran ket.

 'Meump ket gortozet an tele,

 A-benn reiń ton d'ar sort traoł-se.

Ha n'eo ket ret mont pelloc'h evit Gwerliskin amań 'benn kaout tud brudet, troet o spered gante war-zu plijadurioł ar c'horf.

 

Unan — Piv 'ta ?

 

Daou — Prosper Proux, Charlez Rolland. An holl a anavez an daou-se.

 

Unan —   Nag evit kement-se

 Lāret 'm eus ma sońj-me

 Ha mever zo reoł all...

 

 

Unan ha daou — O sońjal kemend-all !

 

 

Marie-Hélčne Morvan ha Sylvain Botrel

 

(Aet e oa ar priz kentań gant an disput-mań da-geńver championad ar bed an disputchoł e Gwerliskin e 2003.)



20/12/2007
1 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour