Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Pask eo hizio !

N'eus ket pell zo (e miz Ebrel n'eus ket da vezań estonet kement-se) am eus klevet ma nized o kanań un tamm rimodell, disket gante ba'r skol (Diwan, publik pe katolik, n'eo ket sańsubl pa gaver ar meems sioł enne toud) :

Pask eo, Pask eo,

Pask eo hizio

Aioł ! Set' aze brezhoneg deuz ar c'haerań.

Anes komz deuz ar mod da zistagań ("é-o", laket da rimań gant "hizio", distaget [iz'jo] – petra zo kaoz e vez disket d'an nevez-vrezhonegerien, bugale hag all, lāred mod-se ? gwir eo zo kement a zoareoł da lāred ar ger-mań, "hiziw", ken e c'haller bezań nec'het o kemer unan da stumm standard : ['iSo], ['hiw], ha reoł all evel ['hirje], ['hirjo], ['hydy] evel amań, ha ne gaozean ket deuz Gwenedourien ; ar peb gwellań evid ur c'hKLT klasik a vefe ['hiw] pe ['hirjo])...

Anes komz deuz ar mod da zistagań, neuze, e weler ur stumm fall hag a vez lennet pe klevet stank e-mesk tud an "Emsav" : *Pask eo hiziw* evid lāred kement ha "C'est Pāques".

N'eo ket e-giz-se 'vez lāret avat :

Pa vez eilpennet ar frazenn, e ta da vezań :

"Hiziw ema Pask",

kar "ema" an heni a implijer evid en em lec'hiań, pe vefe er spas pe en amzer. Hag ar frazenn adlaket en tu kontrel a zo :

"Pask zo hiziw"

evel e lārer "Ar sul zo", "Ar goańv zo" ha me 'oar-me.

Ha ne vefe ket kaeroc'h ar ganaouenn evel-henn :

Pask a zo, Pask a zo

Pask a zo hirio ?



16/04/2010
0 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour