Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Ouzh ar ber pe 'barzh ar baelaerenn ?

Erru e oa skuizh o c'hortoz. Ne oa ket evit padañ ken. Ouzhpenn seizh miz deja. Dre chañs c'hoazh oa gouest da baeañ pa 'n deze c'hoant, ar pezh ne oa ket gwir evit an oll. Memes tra n'houlle ket ma vefe graet re alies : koustañ a rae ker-ruz ha, gouiañ a rit mat, ne gaver ket delc'hmat traoù deus an dibab. Goude 'vefent produet en Europa. O friz an heni a vez uhelloc'h, ya. N'int ket gwelloc'h evit afer-se, defot bout gwelloc'h marc'had.

Añfin, pa vez lâret Europa, e vez dav sellet pizh deus pesort broioù zo kaoz. 'Barzh reoù zo e vezont maget gant boued chimik, peotramant restachoù, relegoù hag all. Kaer zo kavout faot, dre amañ ne laosker ket ober foutr petra. Abaoe afer ar saout sot. En ofisiel d'an nebeutañ – ken buan all eo amañ an heni eo gwashoc'h ar jeu. Ar pezh zo sur eo n'eus tamm lezenn ebet e Sina pe Indez ; it da c'hoût gant pesort loustoni e reont. Hervez lod n'o deus ket ezomm, danvez zo du-hont d'ober teil, hag eo amañ 'giz-mañ e vezer techet da lakat louzoù ha kement zo. A c'hall bezañ. Neuze eo emsav d'an nen 'ta a-benn da broduiñ e-hunan...

– C'hoari 'ra, Soa ?

– N'eus ket da glemm, aotroù person. Ha ganeoc'h ?

– Delc'hen da vont. A-benn pedavare ema da vezañ du-se? Lâret zo din ne vo ket pell ac'hann.

– A-barzh Gouel an Ollsent.

– A ! Chañs 'feus, te. Din-me, gant ma micher, n'eo ket aezet.

Ne oa ket dleet dehañ bezañ aet da veleg, a soñjas Soa.

– Gall' 'ran en em ingalañ ur wech an amzer. Bep taol e kavan tud kontant da rentañ servij din. Hag eüruzamant ema ma breur o telc'hen menaj c'hoazh. Ene e vez kat d'ober kement ha ma faota dehañ. Pa 'm bez digarez da vont di e tegasan pourvezioù war ma c'hiz.

– Mat eo gouvezañ deus pelec'h e ta an traoù, a-hend-all 'fec'h ket fiziañs.

– Ma breur ne ra ken 'met gant bouedoù evel zo dleet. Gwelloc'h e kavan anehe pa vezont bet chomet ur sûn-pad da sallañ en hili. Na te ?... Bon, n'eo ket tout, ec'h an da vont. Kenavo 'benn disul, Soa.

– Kenavo, aotroù person.

Pemp munud war-lerc'h oa en em gavet dirak antre an ti, ma oa mab an amezeien o c'hoari gant e Nintendo.

– Salud, Lomig. An dez all oan o 'n em soñjal gant ma gwreg : pet vloaz 'feus bremañ ?

– Pevar hanter.

Sede 'pezh a gave dehañ. Aet an amzer hebioù, gast ! A-viskoazh en doa kavet e oa tres drol war e dud. E dad bet graet truch dehañ gant ar jañdarmed abalamour ma oa bet gwelet kanab berzet war e bondalez, pa lâre-heñv eo louzoù-fin da lakat er soubenn, pe un dra bennaket sort-se an heni oa. Soubenn legumaj evel-just... Hag ur gwir viketenn e vamm, delc'hmat o klask penn d'ar re all. Oristaled o-daou. O mab treut evel ur c'hi, nag un druez.

Digoriñ a reas an nor. Ur frond lipous oa penn-da-benn an trepas. Laket gantañ e chupenn ouzh ar c'hrog dindan boltred Jonathan Swift, ec'h eas d'ar gegin davet e wreg.

– Erru oas ! emezi.

– Mmm. C'hwezh vat zo. C'hwezh lipig. Da heni a c'hallan anavezañ e-mesk un tolpad keginerezed.

– Kerzh da'z plas, 'gozik prest eo koan.

N'eas ket diouzhtu da goazezañ : plijañ a rae dehañ pokat dehi en ur dastornat he c'hof ront, bantet. Ouzhpenn seizh miz deja. Neuze daou viz c'hoazh, mar be plaen pep tra. Goude-se e vo ret gortoz ur bloaz. War e vamm hepken – ne faota ket netra 'met he laezh dehi. D'ober kig teuz, ha neket teuc'h. Anes ankouaat un nebeud legumaj er mizioù diwezañ.

– E-barzh petra 'c'h out o soñjal, Soa ? Pari on eo ba 'r bevañs, e-giz kustum.

– Petra 'ri, dre faot piv ? Ma c'houllefes goût en a-raok, evel an dud all. Me 'vefe gwell ganin ur paotr ar wech-mañ. C'hwekoc'h eo blaz o c'hig.

 

21.I.98

 

Sylvain Botrel

 

Al Liamm, nnn 306, Genver/C'hwevrer 1998



20/12/2007
0 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour