Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Mil bloaz e pado

I

 

« … rak n'eus ket ganimp lêr tanav evel an hini ac'h a d'ober an istorourien lovr-se ! N'hon eus ket aon o tisklêriañ kement-mañ dirak an holl amañ : Hitler ne oa ket tamm ebet an euzhvil a zen a gaver el levrioù a implijer peurvuiañ er skolioù, ne oa ket ken fall evel ma vez kontet deomp gant an istor ofisiel ! Petra zo kaoz 'ta ? Selaouit : gant ar re eo aet ar maout gante an hini e vez skrivet an istor ; gant se eo diskouezet ar Führer dimp diouzh savboent Staline hag ar Saoz-Amerikaned.

    « Lakat an dud da grediñ edo ar gwir gante pa oant savet enep d'an Drivet Reich, set' aze o fal ! Arabat neuze lavaret e oa eus an Aotroù Hitler un den talvoudus hag en doa graet traoù mat evit e vro hag evit Europa a-bezh da-heul. Er c'hontrel, dav eo diskouez an darvoudoù war o zu fallañ, war o zu spouronusañ, ar pezh na zihanont ket d'ober gant sikour o brizh-istorourien, pe 'vefe en o levrioù pe en o abadennoù tele, a vez skignet a-hed an dez gant chadennoù zo.

    « Gwir eo, ouzhpenn traoù mat en doa graet… añfin, pa lavarin gwelloc'h, ouzhpenn ren e oberoù a-benn bezañ deut mat d'ar muiañ a dud en doa graet. N'ankouait ket e oa c'hoarvezet kement-se e-kerzh ur brezel ; piv, pesort bro, pesort arme, da-geñver mareoù kriz evel-se, na vezont ket rediet da vont war un hent ha ne vije ket bet dibabet gante paneve ne oant ket evit ober mod-all ? War-fed ar c'hampoù, lakomp : ha n'eus ket bet serret estrañjourien e kampoù sort-se gant ar re all ivez, abalamour ma oant estrañjourien ? Ho pezet soñj eus ar Japaned a oa o vevañ en Amerik…

    « Setu, tudoù, erru eo poent bras adskrivañ hon istor penn-da-benn, ar pezh n'hallfomp ket ober anez skarzhañ kuit eus hon sperejoù, eus hon levraouegoù, tout ar gevier omp bet laket da lonkañ ha da dourlonkañ e-doug ar c'hant vloaz tremenet. Sellomp pizh, glan ha neptu hon daoulagad, hon daoulagad net pa n'int ket saotret gant an drougspered saoz-amerikan – sellomp pizh ouzh an dihelloù a oa chomet e dalc'h un nebeud tud, hag a vire ouzh an dud all a lenn anezhe.

    « Diwar neuze e vo gallet mont war-raok gant an demokratelezh ha degas brud en-dro d'ar re a zo bet tamallet e gaou. Ne vo ket aezet dalc'hmat, rak ur ring eo deut tachenn an Istor da vezañ, en em gannañ a refomp avat ken a gouezho hon enebourien !

    « Hiziv emañ an devezh bras, an devezh ma 'c'h omp-ni gouest, an istorourien zo ac'hanomp, da zisplegañ ar wirionez d'an holl hep tamm mezh ebet ! »

 

    Diskenn diwar al leurenn a reas ar c'helenner Gwegan, prezidant Unvaniezh ar Gelennerien Istor, dour en e zaoulagad hag int tan-foeltr enne tout. Krenet he doa e vouezh, hogen dres ar pezh a faote, rik, na re na re nebeud. Un dodion spontus a oa er sal, hopadennoù, daouarnioù o strakal forzh pegement. Gwegan ne gleve ket an trouzioù-se avat. Edo e spered penn-da-benn gant ur soñj, hini e dad-ioù bet fuzuilhet e 1944 gant kaimanted hag a rae rezistanted anezhe o-hunan.

 

 

II

 

Notenn deus perzh an SS-Obersturmführer Merventz, karget da gontrolliñ an embann er yezhoù keltiek ; d'an SS-Standartenführer Hermann, Abwehroffizier evit Taolead ar C'hornôg.

 

Danvez : Skleur al loar, gant Reinhardt Kerjekel, romant, 157 p.

 

Da-heul an notenn-mañ : ur gopienn deus ar bajenn 7.

 

Nevez zo o deus bet digarez hon servijoù da lenn an danvez romant-se. Kaset e oa bet, dre ar post, d'an ti-embann Avel Yud.

Difennet ez eus ganeomp embann anezhañ. Ne oa ket tud Avel Yud (hag a zo feal d'ar Reich) e-soñj d'en ober forzh penaos, ar pezh a gomprenfoc'h hep mar pa 'po sellet ouzh an dihell amañ-kevret.

Er bajenn-se – niverenn 7 an dornskrid – e kaver ur skwer vat deus tro-spered treuz hag enep-broadel an oberour.

Berr-ha-berr : c'hoarvezañ a ra en Europa en amzer da zont, a-benn hanter-kant vloaz bennaket. N'eo ket ur romant skiant-faltazi da vat evit afer-se. E-kreiz ar jeu emañ ar c'helenner Gwegan, un istorour hag a zo o klask adlakat ar wirionez en he reizh war-fed an Drivet Reich hag Adolf Hitler e-hunan (rak en Europa-se n'eo ket tremenet an Istor tre evel m'eo tremenet e gwirionez ; ukroniezh a vez graet deus se 'gav din).

War-zigarez difenn memor tad-kozh hon Führer avat ne ra nemet tagañ anezhañ vil. Ha diwar-se tagañ e vab-bihan e-hunan, Siegfried II.

Graet eo ar romant evit trubardiñ al lennerien pa n'eo ket diazezet war an Istor gwir, war un Istor faltazius adsavet gant ar skrivagner penn-da-benn ne lavaran ket. Ijin en deus moarvat. Ijin implijet fall avat :

─ Diskaret e vefe bet ar Reich 60 vloaz zo, e 1945 eta.

─ Ar re a vefe aet ar maout ganto a zo un unvaniezh aveek ken-ha-ken : U.S.A., Breizh-Veur hag U.R.S.S. ! Ken droch eo ar soñj-se ken e vefe peadra da lakat an holl da c'hoarzhin, paneve e c'hallfe displijout kaer d'hon mignoned amerikan ha saoz ma teufent da lenn kemend-all a sotonioù. Pec'hed e vije terriñ an emglev etre ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur hag ar Reich, ha neuze terriñ war un dro ar peoc'h peurbadel er Bed a-bezh. Anat deoc'h n'eus ket ezhomm skridoù seurt-se da zegas nerzh d'an nebeud bolchevisted, kuzhet c'hoazh e Taolead ar Reter, hag a zo o klask adsevel an U.R.S.S. a oa bet revinet e 1943.

— Ober a ra anv deus ar c'hampoù, ar pezh zo difennet groñs.

─ Gwashañ pezh zo : hervez romant R.K. en defe en em zistrujet Adolf Hitler e 1945…

 

N'an ket da gontañ pep tra deoc'h. Trawalc'h ho peus lennet 'm eus aon.

Arabat lezel tud evel-se da embann o soñjoù hag e ranker taoler anezho en toull-bac'h, ha buan.

Kement-se zo kaoz e sachan evezh ho servijoù war an den-se, Reinhardt Kerjekel (un anv-pluenn kazi sur). N'anavezomp netra diwar e benn, setu e vefe mat deoc'h klask goût piv eo, daoust hag e-hunan emañ peotramant ha tud all a vefe gantañ, hag ur strollad dispac'herien a vefe pennkaoz.

Gallout a rit dont amañ da studiañ pizh kement dihell a zo en hon c'herzh evel-just.

 

 

III

 

Pennad tennet diwar levr eñvorennoù Bernez ar Gov[1], Troioù-kaer ur flaner, eil pennad (ar bloavezhioù 50) – embannet gant Ar Feuskenn, Montroulez, 1997.

 

    Ne ouien ket re petra d'ober pa'm boa kavet Telo [2] da-geñver dez-ha-bloaz Gouarnour Breizh e Roazhon. Tud a oa ene, ur spont. Nag e vije bet kemend-all o vont a-du gant ar Reich deus talek ar penn kentañ, ne oa ket padet ken pell ar brezel. Anez komz deus an derroristed dre amañ na vijent ket bet ken kreñv a-dra-sur. Pa oa aet ar maout ganeomp avat, set' aze e oa un afer all ! Leun-kouch sal vras Breujoù Breizh Kozh : ofiserien SS a-leizh evel-just (lod disoudardet eveldon), pennoù bras ar Strollad Broadelour, bourc'hizien kreiz-kêr, aktourien hag aktourezed, skrivagnerien ha kazetennerien a bep sort. En o mesk e oa Telo, n'am boa ket bet digarez da welet abaoe moamp kuitaet al Lejion hon-daou 'tro ar memes mareoù. Ha heñv buan a-walc'h da ginnig din mont da labourat gantañ evit ar gelaouenn Saezh & Skizh, evel ma oa skrivet war ar golo. Da neuze ne oa nemeti a-fed kelaouenn lennegel e brezhoneg. O tihan bezañ krouet e oa, abalamour da reiñ lañs d'an arz broadel nevez, da-heul an urzh nevez. Arz nevez – ret eo lâret buan. Ne veze ken kaoz nemet deus Kelted Kozh, deus hêrezh hon hendadoù. Ar gizioù "nevez", evel ar skiant-faltazi degaset da-heul lanvad an "amzer-da-zont" deut deus an Itali, ne oant nemet mojennoù an Henamzer pe ar Grennamzer addreset. Sketla Segobrani war vourzh ur fuzeenn nukleer, ha mat pell zo. Embann a rae SS, ouzhpenn danevelloù ha barzhonegoù, pennadoù war an istor, an arzoù, ha me 'oar-me. Ezhomm a oa unan bennaket da sikour Telo da sevel notennoù diwar-benn al levrioù nevez-deut er-maez, ar filmoù, ar pezhioù-c'hoari – un dachenn hag a oa diouzh ma doare, dres. Setu am boa asantet kenkent, hag e voen pedet da vont d'un emvod eishtez war-lerc'h. Se a zlee bezañ e miz Kerdu 1950, da deir eur goude lein. Ar wech kentañ e oa din da astenn ma fri e-barzh kuzul ur gazetenn, ha delc'het am eus soñj mat deus an dez-se na bezañ zo aet ouzhpenn hanter-kant vloaz hebioù Sach-blev ken a oa ! Gwir eo zo degouezhet ganin abaoe gwelet cheuioù gwashoc'h c'hoazh etre arzourien (alies a-walc'h genaoueien en em lake da arzourien o-hunan beke-goût ne vefe ket graet gant ar re all), met ar wech kentañ an hini 'oa hag e-se…

    Pemp e oamp en-dro d'an daol : Jakez Daniel, ar rener, Yuna Morzhadeg, ar sekretourez, Goulven Colas de Vildé-Bouétard, Telo ha me. An holl e oamp e-barzh Strollad Broadelour Breizh evel-just. Biken ne'm bije soñjet, o welet ar paotr yaouank bras-se a oa oc'h ober Colas de Vildé-Bouétard, diasur e stumm, bisteod un tamm anezhañ, e vefe deut da vezañ sekretour-meur Kuzul ar Broioù Dizalc'h e Berlin tregont vloaz war-lerc'h. Kaozeet e oa bet deus meur a dra, e-serr evañ bep a vannac'h gwin gwenn : niver ar goumananterien a oa o kreskiñ, lizherioù al lennerien, ar pennadoù da vezañ laket en niverenn da zont. Adlennet e vefe pep tra gant ar Bodad-Kontrolliñ evel-just. Met forzh penaos, chañchet pe lemet e vefe bet deja ar pezh en dije gallet displijañ dezhe.

    Ne oaran ket pegeit a oa e oamp ene, bepred moamp lonket teir boutailhad win, hag o vont war he c'hostez e oa ar bedervet. Krog e oa Jakez da bouezañ butun e doare ma oa tremenet e adgroñj war-c'horre e c'hroñj d'ober ur pezh advuzell dezhañ. Ar penn boultouz vil-se a rae din soñjal er stal-besked a oa e penn-traoñ ar ru hag er pezh e oan e-sell da brenañ enni. E-pad ar c'heit-se e oa Yuna o tibunañ arridennadoù chifroù (ar c'hoñchoù moarvat). Mont plaen-ha-plaen a rae ar jeu eta, pa voe laket ar gaoz war un dornskrid nevez-kaset deomp. N'on ket bet evit kompren gwech ebet d'ober petra pa zlee ar skrivagner gouiañ n'halle den ebet embann un hevelep skrid. Un danevell berr a-walc'h e oa (met trawalc'h da blantañ reuz, ha luziet-mat ivez), gant Gwendal Lennon, am boa bet digarez da lenn tammoù traoù gantañ ur wech bennaket. Div lodenn ac'h ae d'ober anezhi.

    Sañset e oa al lodenn gentañ da vezañ tennet diwar ur romant hag a c'hoarveze en amzer da zont, ma oa un istorour bennaket oc'h esa difenn hêrezh Adolf Hitler, brud fall gantañ war a seblante. Diouzh ar pezh am eus soñj, ijinet en doa darvoudoù istorel na oant ket heñvel tamm ebet ouzh ar re wir. Founnus e vije aet hon Zrivet Reich da get (a-raok 1950 a gav din), abalamour ma vije en em glevet Stalin hag an Amerikaned eneptañ ! Diwar-se eo hê-int a vije o ren ar jeu asambles en Europ, hag o skrivañ an istor ivez (setu Hitler ne vije ket deut mat).

    An eil lodenn ne oa ket tamm memes mod : un espes notenn deus perzh ur bodad kontrolliñ bennaket, diwar-benn ar romant ac'h ae d'ober lodenn gentañ an danevell. Kavout a ra din e tremene d'ar c'houlz ma oamp o vevañ. Pa lâran deoc'h e oa luziet ! Ha degas a ran da soñj deoc'h am boa lennet kement-se ouzhpenn hanter-kant vloaz zo ! Goulennet e veze en notenn pas embann ar romant ha kas ar skrivagner d'an toull evit e soñjoù enep nazi. Ne oa ket lec'hiet an eil lodenn-se er bed gwirion kennebeud. Ar brezel ne vije ket tremenet tre evel ar wirionez, abalamour d'un dra a bouez : un emglev a vije bet abred a-walc'h gant ar Saozon hag an Amerikaned. Evit ar re yaouank n'eo ket ur gwall dra marteze, evidomp avat e oa. Na pa 'c'h a mat ar jeu etre ar Reich hag an U.S.A. war-lerc'h Skrid-Emglev Dulenn, e oa ar c'hontrel er bloavezhioù 50 ha 60, da vare ar "Brizh Vrezel".

    Bepred, sach a oa bet etrezomp. Neket abalamour da c'hoût hag embannet e vefe, peogwir e oa splann deomp ne vije ket, en mod ebet – ur skrid revizionist, na petra 'ta ! Da zigentañ, disput a rae ar servijoù kontrolliñ an embann, sklaer e oa. Bremañ eo dousaet o doareoù, met da neuze, kredit ac'hanon ! Ober a rae goab ouzh ar Führer, beket ijinañ ur mab-bihan dezhañ hag a vefe graet Siegfried pe Parsifal dioutañ. Kaoz a oa ivez deus ar c'hampoù. Un nebeud bloavezhioù zo eo bet lesket an istorourien da labourat war se, da-heul Kendalc'h an N.S.E.A.P. e Zurich e 1971, a-raok se ne oa ket dioute en-ofisiel. Ha war ar marc'had diskouez an Amerikaned evel mignoned deomp, pa oant c'hoazh hon brasañ enebourien, evel am eus skrivet uhelloc'h.

    Nann, ne oamp ket a-du an eil gant egile evit un dra : ha dav e oa deomp kas keloù d'an R.S.H.A.[3] ? Yuna, hag a veze c'hoariet bep yaou da noz gant Nüßbaum, unan deus pennoù bras ar polis e Breizh, a oa prest d'en ober. Goulven Colas, goude ma seblante bezañ ur paotr gouher ha sioul beked-henn, en doa dispaket tout e daeroni, tout e vulum a-daol-trumm : ur vezh e vefe lesken foutañ goab ouzh Tud Veur, ne oa ket ar Reich, ar Stad peurechu ma oa unan, pimpatrom ar glander, ne oa ket evit gouzañv an disterañ loustoni en e greizon – ha kement-se a oa kaoz e oa ranket dic'hastañ an Europ e-pad ar brezel, hag e oant kontant d'adstagañ ganti ma ve ezomm c'hoazh ! Ken moamp soñjet, peogwir n'ae ket da frikotañ gant Nüßbaum pe unan deus e goñsorted (añfin, piv 'oar ?), e oa bet laket e-barzh kuzul ar gazetenn abalamour da heñchañ anezhi war an tu mat ha da spiañ an dud kement hag ober. Evit Telo, Jakez (dihun mat an taol-mañ daoust m'en doa poan o tisklipañ gant e c'henoù druz) ha me a gave deomp ne oa ket deomp-ni da fretoulat an dud, ha n'eo ket ur skrivagner dister evel Gwendal Lennon en defe laket ar Stad en arvar, forzh penaos ne vefe ket embannet e dra, ha peoc'h gant se. Setu tri a-ziwar bemp, ha peogwir e oa un tamm muioc'h a bouez ganeomp (Telo ha me) gras d'hon div Groaz Houarn evel pa vijent reoù blom, e voe divizet tevel a-benn ar fin kont. Ne oa ket echu an afer evit kello-se, evel ma c'haller divinañ evel-just. An dez war-lerc'h e voe serret Lennon gant ar Gestapo, ha n'eus ket bet klevet komz diwar e benn abaoe. N'eo ket bet ur gwall goll evit al lennegezh, met memes tra.

 

 

Sylvain Botrel  VII.07



[1] Ganet e 1919 e Karnoed. Aet e 1941 e-barzh al Lejion "Breizh ha Reich", ma voe laket da SS-Hauptsturmführer. Ar strollad-se an hini a blantas ar banniel nazi war doenn ar C'hremlin e 1944. Goude bezañ bet disoudardet e 1949 e tarempredas skrivagnerien hag arzourien Breizh a-raok mont da gannad da Roma, Istanbul, Madrid ha Buenos-Aires. Distro eo da Vreizh abaoe 1985.

[2] Telo Boser, skrivagner ha realizatour.

[3] Reichsicherheitsdiensthauptamt : Burev Kreiz evit Surentez ar Reich, da lâret eo ar polis.



20/12/2007
1 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour