Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Disput an dour

(C'hoariet eo bet an disput-mañ gant S.B. ha M.H.M. e meur a lec'h, gant-se ar pezh zo skrivet en glas a veze chañchet diouzh al lec'h ma oamp ha diouzh an dud a veze er sal.)

 

Daou zen zo o klask o hent, gante bep a gartenn, ur momeder, un nadoz-vor. Chom a reont ur reuziad hep kaozeal.

 

Unan — An toull-mañ eo Kallag, neuze ?

 

Daou — Ma, lest-hi, un tamm kêr dister eo homañ 'vat ! Fidamdoulle ! An Aotroù Doue n'eo ket tremenet dre amañ gwall alies, sur !

 

Unan — Ha c'hoazh eo bet kempennet an traoù tro-dro : dastumet ar c'haoc'h-saout ha rozellet an hañvouezenn. Añfin, ma ne vez ket graet se 'met ur wech bep dek vloaz…

 

Daou — Kempennet ! Ret eo lâret buan – n'eo ket troc'het an hanter deus al loustoni gant ar gantonerien : kaol-moc'h, piz-logod ha drez a chom c'hoazh. Ha linad 'ta !

 

Unan — Ha sell ouzh ar chatal-korn zo en breskenn aze ba'r sal, o skrimpal hag o vlejal war-lerc'h o gwelien. N'int ket bet serret tout 'barzh o c'hraou.

 

Daou — Amañ zo cholori o vont da vezañ kazi sur. Ha mechañs n'ay hini 'bet deus al loened gouez-mañ da staotat war al linad a zo aze pelloc'h, peotramant e vo ret pennaskiñ anehe 'benn ar fin.

 

Unan — Hualiñ anehe a vo trawalc'h martese, daoust dehe da vezañ brellet ha pennsodet. Ha sell ouzh homañ all aze, gwashoc'h 'vit ur vuoc'h o c'houll kole.

 

Daou — Hag an tarv bihan 'tal he c'hichen, prest d'ober he jeu dehi diouzhtu ! Hañ ! Kavout a ra dit eo dizañjer bezañ deut da beket amañ e-mesk ar sovajed-mañ ?

 

Unan — E c'hallez bezañ trankil : an tropellad teureuged-mañ na spegont ket 'met ouzh kroc'hen fresk.

 

Daou — N'eo ket tout se. E-mesk an ebeulien hag an ebeulezed digabestr-mañ, pelec'h ema ar charretour ? Piv eo chef al leur 'barzh an tolead amañ ? Piv eo ar mestr-c'hwiteller ?

 

Unan — N'eo ket start da gavout : 'feus ket 'met klask un tamm krotouz penn-letern, gwisket gant dilhad liv ar c'hoant-kac'hat warne, stummet da vont d'an evadeg kaouled, kwa…

 

Daou — Hemañ an hini 'vefe neuze, an tamm pekad krak-aotroù-mañ, glas e lagad ha lemm e sell. Un daoulagad pitaouer, kwa, ha goapaer a-leizh e lêr ! Ur poñsin a zen direvret gant ar stad !

 

Unan — Hemañ an hini eo, dres.

Plas ar sell zo war e c'horre

Ha muioc'h zo en-dro dehañ.

 

Daou — Re wir eo ar pezh a lerez : hemañ n'eo ket ouzh an archerien eo heñvel, met ouzh ar re a vez o c'haloupat a-raoke. Pa vo krouget ar re lovr all e vo poent dehañ galoupat !

 

Unan — Pa soñjan… En enor da besort sant eh out-te pedet d'an abadenn amañ ?

 

Daou — N'oun ket 'vat ! N'eo ket Sant Diboan bepred ! Me a gustum bezañ pedet da stankañ un toull bennaket pa ne vez kavet den all ebet, beg bras all ebet da gontañ klikoù, da chakañ brezhoneg, d'ober ar pil-genoù. Hag amañ e welan ur bern tud deja…

 

Unan — Ne oarez ket : ken buan all, meur a hini amañ a vefe mil stad enne ma vefe stanket un toull dehe, forzh pehini

 

Daou — Toull ar serpant martese ?

 

Unan — N'eo ket toull an alc'hwez bepred… añfin, alc'hwez bras ar baradoz bihan ne lâran ket…

 

Daou — Na te, penaos out-te deut da beket amañ ? Diwar-bouez un neudenn vrein ?

 

Unan — Eveldout-te moarvat : deut on dre doull an nor.

 

Daou — Hemañ na gompren mann ebet : na bu, na ba, na ba, na bu ! Petra zo fritet dit 'benn sachañ ac'hanout 'barzh al lagenn flaerius-mañ ? D'ober petra out bet pedet ?

 

Unan — N'on ket bet pedet, just a-walc'h. Deut on amañ abalamour d'an dour.

 

Daou — D'an dour ? N'eus ket feson un ever-dour warnout koulskoude.

 

Unan — N'on ket ur glesker, nann : ever-dour, n'on ket ; trafiker-dour, ne lâran ket. A-benn nebeud amañ, e-plas bourk Kallag eh an da lakat sevel un uzin dour burzhudus. Tour an iliz ah ay d'ober ur pezh kastell dour.

 

Daou — Paour-kaezh Sant Laorañs zo o vont da vezañ beuzet neuze !

 

Unan — Ne vo ket. Kaset e vo davet Santez Barba d'ar chapel du-hont.

 

Daou — Hag e-giz-se e c'hallint mont da droiata o-daou, da bourmen o c'halite ha d'ober tro rapronobis… Un uzin dour burzhudus a lerez ? N'out ket kouezet war da benn, nann ?

 

Unan — Met deus an dra-se an hini oa kaoz war an Télégramme an dez all : deus marc'had an dour 'barzh Kallag.

Dour feunteun Gwazhkaer

Da soagnañ ar boan-revr

 

Dour feunteun Kêryekel

Da zistanañ an divgell

Pa vez aet da benn g'an avel

 

Dour feunteun Pont ar Fao

An hini a ev dioutañ, pell a vevo

 

Dour ar Stêr-Yer…

 

Daou — N'eo ket 'barzh Lourdes emaout amañ.

 

Unan — Tost. Dour Kallag zo mat evit a bep sort traoù, evit a bep sort tud : ar re a goll o blev ; ar re a goll o skiant, o fenn ; ar re a goll o amzer ; ar re a goll o flijadur ; ar re a goll o gwreg…

 

Daou — Hag ar re a goll o brezhoneg ?

 

Unan — Ar re-se zo un afer all ! Ne vo ket trawalc'h dehe evañ deus an dour-se : laket e vefont da drempañ 'barzh – 'barzh al lesiveuz, 'ti *****.

 

Daou — Biskoazh ne 'm boa klevet kemend-all : mont da bakañ brezhoneg 'barzh ul lesiveuzad dour fall ! Hag ouzhpenn 'barzh ti hennezh all !

 

Unan — Met hennezh, just a-walc'h, *****, a vo laket da B.D.G. ba'n uzin peogwir eo spesialist bras an dour amañ 'barzh Kallag.

 

Daou — Estonet e vefen ! Hennezh zo heñvel a-walc'h diouzhit ive : n'a ket re war an dour benniget…

 

Unan — Trawalc'h a gozh kaozioù. Traoù all 'm eus d'ober, me.

 

Daou — Dreist-oll ma ve ret dit mont da zilojañ Sant Laorañs 'vit reiñ plas d'ar c'hastell dour burzhudus… Mechañs emaout o vont da chom amañ beket ar fin memes tra.

 

Unan — Amañ ? Un dra bennaket zo amañ war hon lerc'h ?

 

Daou — Me 'soñj, ya ! Hag un dra a-feson c'hoazh, gant Alanig al Louarn ha F.A.B./Strollad Kallag.

 

Unan — Hañ, ya ! Klevet 'm eus lâret ne vez den trist ebet pa vez ar re-se o c'hoari las hag o sailhat war al leurenn.

 

Unan ha Daou

           Gant Alanig al Louarn, ho po 'leizh ho tiskouarn

           Gant Strollad Kallag, ho po traoù deus an dibab

 

Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel



15/02/2008
0 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour