Goude \'vefe... lennegezh e brezhoneg

Goude \'vefe...                                                      lennegezh e brezhoneg

Davetañ e ranker mont

1.

 

Dihun eo Marsel Tangi ; eizh eur hanter a dap lenn war e vontr. Evel beb beure. Hag evel kustum abaoe m'ema en retred, e sav da nav eur 'met kard – rik. Pa oa o labourad 'ti Gwilhous (presioù, meubl kuizin ha traoù) e ranke bezañ 'barzh e oto d'ar poent-se deja. E gevridi dehañ a oa mont da weled ar glianted, re droukkontant hag all ; ar re-se dreist-oll. Da esa plaenaad ar jeu, hag e rae. Deut mad e veze d'an dud dre vraz abalamour ma oa bet F.T.P., medalenn da-heul, ha neuze paotr ar banniel da-geñver an 8 a viz Mae ha me 'oar-me. Ha heñv unan deus pennoù braz ar barroz, ba'r jeu evit kement gouel zo, n'en doa ket goullet biskoazh bout laket war ar renk evid an ti-kêr. Ne faote ket dehañ, re a labour mod-all diouzh a gonte. Tud zo o doa lâret ur wech e oa abalamour en doa aon e vefe disklêriet traoù kuzh diwar e benn war-fed ar brezel, set' aze ur jeu ! Riotaj toud.

Da gentañ toud, lew d'ar sal-dour, da staotad. Re hir e vefe mont d'an traoñ : n'eo ket sur e vefe kat da harzañ ar stroazh da ziverañ a-greiz diskenn gant ar viñs, broudet ma vefe gant al lusk. Anes soñjal ive e c'hallefe kouezañ a-led e gorf beke torriñ goûg askorn e vorzhed pe un dra bennaket all, ken a fatikefe net. Ha den ebet da zont da sikour anehañ a-raog ma tafe Zénaïde 'tro teir eur da gempenn an ti. Nemed hag unan deus ar re a gustum-heñv sklankañ gante a gavefe drol n'errufe ket. Ne ouier ket. Na ped gwech en doa bet digarez da gleved anw deus tud marvet mod-se. Gwell gantañ neuze pisad ba'n dar (ha neket ba'r piñsin), kuit a vezañ en dañjer deus e vuhez. Na pa vez laket diaez beb taol gant un dister dra, deus ar re a vez heskinet an nen gante e vuhez pad : daoust d'ar c'hoant dizourañ speg 'barzh e gorf, e chom ur reuziad, etre daou soñj, da hejal-dihejal e stal – lesken e gelloù a-istribilh e-maez al lavabo, peotramant pozañ anehe war bord ar priaj gwenn yen ? Hervez kont ne ra ket 'zroug dehe e-giz-se. Er c'hontrel. Ne blij ket se dehañ evid afer-se. Da zigentañ en doa kavet un diskloum aezet : er-maez pe e-barzh a beb eil. Eeunoc'h n'eus ket. Nann. A-benn ober se 'vat e ranker delc'hen soñj pesort mod e oa kont an dez a-raok. Ar pezh n'eo ket bet evid ober gwech ebed. Da neuze eo chomet an afer evel ma oa… Fenoz ne ta ket re fall gantañ se'. N'eo ket re deñval. Na ne sant ket evel gwinardant o teviñ an ode. Gall' a ray lonkañ ur bannac'h bennaket hidiw. Hag oushpenn unan ma ve kavet koñsorted.

 

*

 

Dre vras e c'haller renkañ klianted ostaleri Azéline e daou rumm : ar re a zo aze abalamour 'deus ket gwreg ebed hag a vefe o c'hortoz anehe ba'r gêr, ha re all abalamour 'deus ur wreg hag a zo o c'hortoz anehe ba'r gêr. Evid evañ ha neuze kontañ kaozioù e vezont ene, war-bouez unan, un tamm skribiten ha ne ra ket 'med lenn ar gazetenn, heb lonkañ takenn ebed. Gwir eo ne vez ket sec'h e c'hourlañchenn war-lerc'h chakad re : mud ha bouzar eo. A-dreg an daol-gont formika melen ema Azéline, dislivet he fennad blew e-giz foenn, na pa n'eus sort d'eostiñ diwarni ken goude 'vefe dornet mad, memes dre ar penn all, lec'h m'eo erru distank ar spern du. Chomet intañvez tregont vloaz zo, ha hi yaouank ha koant c'hoazh, ne oa ket fellet dehi addimeziñ daoust ma oa bet targizhier kozh pe goshoc'h o klask war he lerc'h. Kement-se zo kaoz n'a ket da fistoulad he revr d'ar balioù a vez delc'het da sul goude lein – kenkent ha ma veze krog da zañsal gant ur paotr bennaket, heñv da zibunañ roll e vadoù, ha diskouez poltred e di, fougeal e leve dehi, ken e ranke-hi tec'hed kuit war-zigarez 'doa prometet d'ar chaseourien, peotramant d'ar skipailh foot, digoriñ he stal da bemp eur rik, lakomp. Estroc'h evid ar paotr mud, pladet e revr en ur c'horn dizro, n'eus nemed daou zen er sal en-dro d'un daol formika melen, beb a vannac'h gwin ruz dirake, hag un drivet tasad den ebed a-dal dehañ – aet ar pratik da droazhañ.

An hini zo azezet fas d'an nor ne zihan ket da frotañ e ziwjod gant e vizied ; kaer en dez ober, red e vez dehañ asantiñ d'un dra splann ken ec'h eo : n'eo ket aotennet ken pizh an tu kleiz hag an tu dehoù, abalamour m'ema ar gouloù a-zehoù d'ar melezour er sal-dour (lec'h n'eus tamm prenestr ebed). E-ser frotañ ema o selaou egile, ar journal gantañ etre e zaouarn, hag a zo o tisplegañ ar c'heleier dehañ a vouezh uhel – digresk war briz al legumach (evid ar beizanted, pas evid an dud all) ; un toullad inosanted daoulinet da-geñver ar Pantekost dirak bez Pêr-Vari Tepod (mad a oa graet da hennezh, ar c'hozh pemoc'h-se) ; sell 'ta, erru eo Bernard Fichou war e giz ba'r vro…

Ar c'heloù diwezañ-se a ra da galon Marsel Tangi treiñ warni he-hunan, disachañ ar gwad war an tu kontrel, a-raog adstagañ dre an tu mad, re founnus kalz avat. Ken eo aet ar c'hoant staotad digantañ a-greiz-toud… Bernard Fichou… Pegeid zo ? Tri-ugent vloaz. Dres, tri-ugent vloaz zo en doa kuitaet ar vro. Bet e oant asambles ba'r skol, chomet kamaraded da-c'houde. Mont a raent da chaseal o-daou, hag oushpenn redeg war-lerc'h jiboez pluñv a veze graet gante. Meur a wech e oa darbet dehe fachañ an eil ouzh egile dre faot ur vleukenn, med a-benn ar fin kont e veze plaenaet ar jeu o tapañ beb a dortad. Beke'r brezel. Pa oa en em gavet an Alamanted e oa bet goulennet digant ar chaseourien rentañ o fuzuilhoù. Ar pezh a voe graet gant an oll, pe 'gozig, anes ankouaad memes tra efamañ anehe tu pe du, kuit dehe da voud implijet eneb deomp. Gant an oll, nemed lod (Bernard en o mesk) o doa gallet koachañ un arm bennaket. Deut e oa a-benn da silañ ar revolver Webley en doa bet digant e dad etre tiretennoù ur pres. (Pesort mod e oa degouezet ur bistolenn saoz sort-se 'barzh e visac'h e 1917, n'en doa ket kontet an doare da zen.) Piw a ouie lâr' oa deus ar c'hoariell, piw er barroz en doa klevet komz diouti ? Nebeud-tre a dud, sur. Setu, pa welas an aotroù maer, daou jañdarm d'e heul, o tont da weled anehañ, ha hê-int kenkent da furchal er pres, en doa gouvezet dioushtu-kaer e oa bet fretoulet, ha gant piw. Kaset e oa bet gante daved an Alamanted, re ar c'hommandantur, hag alese d'ur c'hamp pell war-zu ar reter. A-hervez, du-hont en defe graet anaoudegezh gant ur plac'h deus Roumani hag a vefe aet kuit gantañ d'ar Stadoù-Unanet. Kontet zo bet a beb sort istorioù diwar o fenn (e vefe-hi 'barzh K.G.B. ha me 'oar-me). Bepred, n'eo ket bet gwelet Bernard Fichou ba'r vro abaoe : an noter an hini en deus graet war-dro gwerzhañ an ti ha kement tra a oa da ingalañ. N'houllefe ket distreiñ amañ. Sañset. Evid Marsel, gouiañ a oar e tay en-dro un dez bennaket, abalamour da reiñ e skas dehañ. Deut eo ar mare.

Mont a ra e-maez ar c'horn kled hag e-lec'h kemer war-eeun etreseg ar bar, ec'h a a-gleiz dre an trepas a gas d'an nor a-dreñv. Kuit da dremen hebioù d'Azéline ha d'e gavandidi pa n'a ket da dorriñ e benn o klask un digarez evid achap evel-se a-droc'h-trañch. Gant ar strafuilhet ec'h eo ne daol ket pled eo chomet digor frank an nor-dal gantañ, met petra 'ra se ? Daw mont d'ar gêr, ar buanañ ar gwellañ. Ene e vo gwelet. Ac'hann di en do bet amzer moarvat da soñjal er pezh a ray. Chom e-barzh e loch, prennet peb tra warnañ, abavañchoù hag all ? Faotañ a ra neuze renkañ an traoù gant Zénaïde… Kaoc'h, ne oa ket dleet dehañ bezañ deut dre amañ… N'eo ket sañsubl, gall' a raer mont dre ar park… Ne chom ken 'med lampad e-maez ar foz a-benn treuziñ hent Karaez, ha yao !…

 

 

 

2.

 

…gant Cherm e oamp bet o kerc'had ar c'hliant beke Gwengamp… Cherm an hini a vez o labourad ganin ordin… en em gleved a raomp mad… n'eo ket evid lâred ne blij ket din bezañ gant reoù all, med abaoe zo deut re yaouank ba'r skipailh… gant ar re-se ne vezan ket tre 'barzh ma jeu… gouiañ a-walc'h a rit, hañ : delc'hmad o selled ouzh an eur, n'o dez ket kalz tra da gontañ, hag aze n'eo ket gant ar glianted… hag oushpenn n'evont ket takenn ebed… setu dres e oamp ba'n ostaleri, e kreiz-kêr Gwengamp… red-mad deomp ober un dra bennaket da c'hortoz, abalamour 'oa dilañs gant an traoù… 'moamp ket lonket muioc'h evit kustum – beb a bemp bannac'h bennaket… eizh pe naw ?… a c'hall bezañ… añfin, krog Cherm da gonto din deus e vab, aet da Vro-Spagn da vevañ asambles gant ur paotr… ne ouion ket pesort tan an Diaoul a vez o c'hwezhañ war an tu kontrel ba o revr… hag ur morian oushpenn… ya, ur morian… unan du kwa, kement hag ober… kavoud a ra din am boa lâret dehañ ne oa ket ken spontus-se, nann, kar ne oa ket en riskl da weled bugale-vihan du bepred !… me zo mod-se, delc'hmad o klask treiñ ar billig war he zu mad… neuze, petra 'rafet – kat e oan da lesken Cherm e-hunan gant e soñjoù treuz ?… a-benn ar fin e oa echu an traoù, o ! un eur war-lerc'h pe dost, ha neuze karget ar pratik tu 'dreñv an oto…un dra a rankan lâred memes tra : n'eo ket hê-int ac'h afe da glask faot ennomp war-zigarez e vez tomm d'hon fri gwech ha gwechall… hê-int, nann – o familh, ne lâran ket… evid hemañ bepred, familh ebed n'en doa ket hag e-se !… hervez kont e oa bet ganet dre amañ, med goude ar brezel e oa aet g'ur plac'h deus ar Rusi… peotramant an Amerik pe ur vro bennaket sort-se… ha ne oa ket bet gwelet war e giz ba'r vro abaoe… diouzh ar pezh am eus komprenet e oa e-sell da zistreiñ lec'h 'oa bet ganet… d'ober petra, pa n'anaveze ket den ebed ken ?… 'm eus aon en doa c'hoant lâr 'vefe bet graet a-raog mervel… bepred eo di an hini e oamp o kas anehañ… añfin, war-lerc'h ur reuziad ba'r forn e Karaez… ha lew etreseg an toull an ifern-se !… roud ebed deus beg e dok bord an hent, dre chañs… ha Cherm adarre gant kaoz e vab – ne gomprene ket, desavet evel ur gwir baotr, soñj 'ta, ha setu kas anehañ gantañ da c'hoari boulloù d'ar sadorn, da chaseal d'ar sul, dleet e oa dehañ bezañ taolet pled pa oa dihanet gant ar football a-greiz-toud a-benn mont da zañsal g'ar c'helc'h… gast ! hennezh all a oa ur ster gantañ, o telc'hen chakad-dichakad e c'henoù… ken e oan krog da bouezañ butun… petra ?… ya, ar boeson an hini a oa kaoz ive… sell aze n'am boa ket gwelet dioushtu an hini kozh a oa difluket e-maez an douflez ha lampet e-kreiz an hent… pebezh penn kollet anehañ !… marw eo, gouiañ a-walc'h a ran memes tra… med ne oa ket evid selled a-raog, geo ?… kenkent ha klevet an drouz e oamp chomet a-saw… n'en doa ket prennet boutonioù e vragoù, ar paour-kaezh treul… pa lâran deoc'h e oa aet e benn digantañ… ankouaet 'm eus pe me, pe Cherm an hini en doa lâret lakad anehañ asambles gant egile all… piw din-me… Lichou… Fichou a gav deoc'h ?… gwelloc'h e ve din klask delc'hen soñj deus e anw ?… ma… bepred, plas a oa 'tal e gichen ba'n arched… forzh penaos n'eo ket heñv a vefe aet da glemm, hañ ?… hop ! karget ar paotr kozh ken aez ha tra… oto all ebed war-dro… ene e oa braw… mad-tre e vefe bet ar jeu, paneve ar gwad… gelven ar jañdarmed ? ne oa ket deut spered deomp… tufet-net e oamp, am eus lâret deoc'h damaig… pedavare e vin lesket da vont ?… petra ?… eee ! deoc'h-c'hwi da varc'hata g'ar barner, ho micher eo ! ker a-walc'h oc'h paeet… n'eus ket muntrerien diouzhimp…

 

 

Sylvain Botrel VII.05

 

Embannet (en ur mod difoutre) e-barzh Al Liamm, niv. 352, Here 2005

 



20/12/2007
0 Poster un commentaire

A découvrir aussi


Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour